Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

Utilisation du site

Ober un enklask ?

1. An enklaskoù eeun

a. Petra eo pal an enklaskoù ?

Mont a ra al lusker enklaskoù da furchal en dielloù niverel lakaet war-wel war ar Porched (gwelet roll ar genoberourien) koulz hag en teuliadoù dre demoù deut da voueta ar Porched.

Roet e vez an tu deoc’h da c’hoût, dre an enklask, hag-eñ zo deus dielloù zo a denn d’ar pezh emaoc’h o klask.

b. E pelec’h e c’haller ober enklaskoù ?

Grit gant ar varrenn eeun evit ober un enklask. War holl bajennoù al lec’hienn e vez kavet, ha ganti e vezoc’h kaset war-eeun, pa garit, d’an dalc’hadoù.

moteur.png
Barrenn an enklaskoù eeun

c. Penaos ober un enklask ?

Aezet-kaer eo ober un enklask : en holl luskerioù enklaskoù e vez trawalc’h bizskrivañ, er varrenn graet espres-kaer, ar gerioù a glot ar gwellañ gant ar pezh e vezoc’h o klask. Anv un diell bennak, anv un aozour, gerioù a zispleg un tem bennak… a c’hallit skrivañ.

Kinniget e vez disoc’hoù deoc’h an tostañ d’ar pezh bet bizskrivet ganeoc’h.

Seul vui a ditouroù en enklask, seul resis an disoc’hoù.

Er c’hontrefed, ma ne lakait nemet ur ger er varrenn enklask e teu kalz muioc’h a zisoc’hoù war-wel.

resultats.png
Enklask war un tem bennak

d. Petra a dalv ar c’hinnigoù a zeu war-wel pa ran un enklask ?

Pa vizskrivit gerioù zo e-barzh ar varrenn enklask e teu troiennoù war-wel. Kinnigoù int, tennet deus an dielloù kinniget war ar Porched, a dalv da skoazell ac’hanoc’h en hoc’h enklaskoù. Trawalc’h e vez deoc’h klikañ war unan deus an troiennoù-se evit ma krogfe an enklask war an danvez-se.

suggestion.png
Kinnigoù troiennoù

e. Penaos goût hag-eñ zo tu da welet an dielloù ?

e.1. War bajenn an disoc’hoù

War bajenn an disoc’hoù e c’hallit gwelet, dindan anv pep diell, ur meneg resis. Tri doare da welet an dielloù zo :

  • Gwelet diziviz : tu zo da welet an diell enlinenn, war-eeun war lec’hienn ar c’henoberour ;
  • Dre enskrivañ : tu zo da welet an diell war lec’hienn ar c’henoberour, a c’houllo ganeoc’h lakaat hoc’h anv da zigentañ ;
  • Gwelet war blas : tu zo da welet an diell e-barzh ti ar c’henoberour nemetken.

Unan deus an tri meneg-se e vez skrivet war bajenn an disoc’hoù :

modalite.png
Doare da welet un diell bennak

e.2. War ar verrdiell

E-mesk titouroù ar verrdiell e kaver ar menegoù-se ivez :

detail.png
Doare da welet an diell war ar verrdiell

f. Penaos adkavet an dielloù a-bouez din war roll an disoc’hoù ?

O paouez ober un enklask emaoc’h ha kalzig a zisoc’hoù zo kinniget deoc’h. Tu zo deoc’h titouriñ al lusker enklask en ur glikañ war « Resisaat », a-zehoù, da zigentañ.

« Taligoù » a zo kinniget deoc’h : siloù int, a c’hallit lakaat ouzhpenn evit resisaat hoc’h enklask ha digreskiñ niver an disoc’hoù.

Etre krommelloù e teu war-wel an niver a zielloù a glot gant pep talig.

facettes.png
Ober gant an taligoù

Ar siloù a reer gante an aliesañ eo :

  • Doare an diell
  • An aozour
  • An embanner
  • Ar barroz
  • An departamant
  • Ar yezh
  • Ar c’henoberour emañ an diell en e zalc’h
  • An doare da welet an diell

Trawalc’h deoc’h klikañ war ar pezh a faot deoc’h goût : lañset eo an enklask nevez e-mesk an disoc’hoù ho poa bet da zigentañ. Meur a wech e c’hallit titouriñ ha resisaat hoc’h enklask e-giz-se.

E-krec’h pajenn an disoc’hoù emañ notennet an holl siloù ho peus lakaet e pleustr en hoc’h enklask, el lodenn « Ma enklask ». Tu zo deoc’h skarzhañ ur sil pe meur a hini en ur glikañ war ar groazig a-zehoù da bep hini anezhe.

g. Penaos dibab an disoc’hoù ?

Urzhiet e vez disoc’hoù hoc’h enklask ar re dostañ (nested) ouzh ar gerioù ho peus bizskrivet da zigentañ, evit respont d’ar gwellañ d’ho koulenn.

Cheñch an urzh-se a c’hallit ober e tri mod :

  • Dibab da heul urzh lizherennaoueg an titloù
  • Dibab da heul urzh lizherennaoueg an aozourien
  • Dibab da heul bloaziad an embann (e-ken-kaz ma vefe deus an tamm titour-mañ war verrdiell an diell kinniget)
tri.png
Cheñch urzh an dibab

h. Penaos lakaat a-gostez an dielloù a-bouez din ?

Goude pep enklask e c’hallit choaz dielloù a zo a-bouez deoc’h ha lakaat anezhe a-gostez, evit adkavet anezhe aezet. Evit se ec’h eo trawalc’h deoc’h klikañ e-barzh ar c’hombodig a-zehoù da anv an diell.

Mont a ra anv an diell war-eeun da brenestrig ho choazoù e-krec’h a-gleiz ho skramm.

selection.png
Choaz dielloù

Enrollet eo ho choaz ha keit ha ma chomit war al lec’hienn e c’hallit gwelet anezhañ, pe cheñch ar roll :

  • Skarzhañ un diell deus ar roll gant ar bouton bouton supprimer.jpg
  • Diverkañ ar roll gant ar bouton bouton fermer.png
  • Gwelet ho roll gant ar bouton bouton visualiser.png

Pa zeu ho roll war-wel e c’hallit ezporzhiañ anezhañ er stummoù PDF, CSV pe HTML en ur glikañ war ar bouton bouton telecharger.png.

i. Penaos moullañ ar berrdielloù a-bouez din ?

Evit moullañ ar berrdielloù a faot deoc’h miret eo dav ezporzhiañ anezhe er stumm PDF, gant ar bouton bouton telecharger.png, digoriñ an diell da heul, p’eo bet pellgarget, ha moullañ anezhi.

j. Penaos gwelet an titouroù war an dielloù ?

Evit gwelet an titouroù war un tamm diell bennak, klikit war anv an diell war bajenn disoc’hoù hoc’h enklask.

Ur verrdiell a zeu war-wel, e-lec’h ma kaver :

  • Danvez an diell dre ar munud
  • Ul liamm davet an diell war lec’hienn ar c’henoberour
  • Doare an diell
  • Doare da welet an diell
notice.png
Munudoù ar verrdiell

k. Da betra e talv al liammoù-pad war ar berrdielloù ?

Da eilañ ul liamm davet ar verrdiell e talv al « liamm-pad », ha da lakaat anezhañ war ur diell niverel all.

Evit eilañ al « liamm-pad », grit ur c’hlik a-zehoù warnañ, ha war « Eilañ chomlec’h al liamm ». Savit ul liamm gourskrid war ho tiell deoc’h ha spegit ar chomlec’h bet eilet. Klikañ war al liamm nevez-se a gaso ac’hanoc’h war-eeun d’ar verrdiell war ar Porched.

2. Ober enklaskoù titouret

a. Penaos ober gant ar beskañ ?

Evit tennañ ho mad deus ar beskañ, grit gant an arouez *. Bez’ e c’hallit ober gantañ da heul ur ger el liester (da skouer : cheva* evit ar gerioù galleg cheval ha chevaux), evit beskañ meur a c’her deus ar memes familh (da sk. : musi* evit ar gerioù galleg musique, musicologie, ha kement zo).

Beskañ a vez graet gant al lusker enklask ez-aotomatek, ne vo ket ret deoc’h ober gant an arouez * bewech.

b. Penaos ober gant an oberataerioù « AND », « OR », « NOT » ?

Enklaskoù gant an oberataerioù AND, OR ha NOT a c’hallit ober.

  • AND eo an oberataer kenskej. Gantañ e c’haller ober un enklask war daou c’her (pe muioc’h), a vo ret dezhe o-daou bezañ war ar verrdiell evit ma teufe homañ war-wel en disoc’hoù. Da skouer, pa vizskriver « istor AND brest » er varrennig enklaskoù e teu war-wel anvioù dielloù a denn da istor Brest.
operateur AND.png
Enklask « istor AND brest »
  • OR eo an oberataer bodañ. Gantañ e c’haller ober un enklask war daou c’her (pe muioc’h) : unan diwar an daou, da nebeutañ, a zo war ar berrdielloù a zeu war-wel en disoc’hoù. Da skouer, pa vizskriver « iliz OR chapel » er varrennig enklaskoù e teu war-wel anvioù dielloù e-lec’h ma kaver ar ger iliz, pe chapel, pe an daou c’her.
  • NOT eo an oberataer skarzhañ. Gantañ e c’haller ober un enklask war ur ger en ur skarzhañ kement tra a vefe liammet d’un eil ger. Da skouer, pa vizskriver « kartenn NOT kadastr » ec’h a al lusker war glask kartennoù, hep teurel an tresadoù kadastroù e kont.
operateur NOT.png
Ober gant an oberataer skarzhañ

Mat da c’hoût : un urzh-blein zo d’an oberataerioù. Muioc’h a bouez o dez AND ha NOT en un enklask evit an oberataer OR.

c. Penaos ober ma ne ouian ket re penaos e vez skrivet ar ger-mañ-ger ?

A-wechoù ne ouier ket re penaos e vez skrivet ur ger bennak. Diskouezit kement-mañ d’al lusker enklask en ur vizskrivañ an arouez « ~ » a-raok ar ger-se : furchal a ra al lusker evit kavet doareoù all da skrivañ ar ger.

orthographes.png
Enklask tostaat

Da c’hoût /em> : ma ne rafec’h ket gant an arouez « ~ » ha ma vefe ur fazi er ger bizskrivet ganeoc’h e klasko al lusker enklask kement ger heñvel a-walc’h ouzh ar ger bizskrivet.

d. Penaos klask un droienn resis ?

Ma fell deoc’h ober un enklask war un droienn resis, lakait klochedigoù « » en-dro d’an droienn. E mod-se ne vo klasket nemet an dielloù e-lec’h ma kaver an droienn-se rik-ha-rik.