Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

Qui

Piv a c'hall mont da genoberour ?

Rouedad Porched Sevenadurioù Breizh

Un nor digor war madoù sevenadurel ha glad ar vro eo Porched Sevenadurioù Breizh. Dibrennet eo an nor-se gant ur rouedad bras a dud hag a aozadurioù.

Diwar intrudu ha skoazell Rannvro Breizh eo bet savet ar Porched, ha buhezekaet eo gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

Lakaat war-wel splannoc'h hag aezetaat talvoudekaat an dalc'hadoù sevenadurel ha glad niverelaet eo pal ar Porched

Dleet eo d'an holl dud gallet gwelet an dalc'hadoù-se, darn anezhe pe an holl anezhe, enlinenn, digoust ha diziviz.

E-mesk an dalc'hadoù-se emañ :

  • Ar poltriji hag ar c'hartennoù post
  • Dielloù ar c'hazetennoù
  • Kannadigoù ar bodadoù gouizieien
  • An dalc'hadoù diwar enklaskoù ar skolveuridi
  • Dielloù ar glad dre gomz
  • Dielloù ar c'hleweled
  • Dastumadegoù ar mirdioù
  • Renabloù ar glad hag ar sevel-tier
  • An dalc'hadoù skeudennoù, kartennoù, tresadoù, dornlevrioù ha levrioù ral all

Gwelomp un nebeud skouerioù

Kalzig a aozadurioù disheñvel-kaer en o doare a gemer perzh e Porched Sevenadurioù Breizh, da skouer :

  • Ar gevredigezh Dastum, a ginnig danvezioù niverel da selaou ha da sellet oute, kanaouennoù, tonioù sonerezh, kontadennoù, mojennoù, istorioù, dezrevelloù ha testenioù en o mesk
  • Servij Renabliñ ar glad sevenadurel (Rannvro Breizh) a ginnig berrdielloù war glad ar sevel-tier ha war pezhioù-arrebeuri a-bouez
  • Cartolis a ginnig e-tro 65 000 kartenn bost deus hon bro
  • Tabletennoù Roazhon, levraoueg niverel Meurgêr Roazhon, a ginnig dornskridoù, poltriji, skeudennoù, kartennoù ha tresadoù enlinenn
  • Gwarez Filmoù Breizh a vez o sevel, tamm-ha-tamm, dalc'had eñvorennoù ar Vretoned dre ar c'hleweled
  • La Dépêche de Brest, stumm kent an Télégramme, a ginnig pennadoù-skrid bet embannet etre 1886 ha 1944

Neuze, piv a c'hall mont da genoberour ? Komprenet mat ho peus : kement den, kevredigezh, aozadur, publik pe prevez, emañ en e/he dalc'h dielloù a denn da zanvez sevenadurel Breizh.

Ha pa ne vefe ket bet niverelaet ho tielloù, ha pa ne vefent ket enlinenn, e vo klasket diskoulmoù gant skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù evit lakaat ho labour war-wel.

Prest eo skipailhoù ur bern aozadurioù da gemer perzh er raktres meur-mañ.

Deuit ha'i en darempred ganeomp ma faot deoc'h bezañ ur c'henoberour en hon rouedad !