Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

Descriptif du projet

Ar raktres

Kalzig a zielloù a denn d’ar sevenadur ha d’ar glad ac’h a d’ober teñzor Breizh. Miret ha skignet e vezont gant tud oberiant en ur rouedad bras.

Unanet eo ar berc’hennien-se dre ar porched Bretania, a ro moaien deoc’h da furchal an holl zielloù war ar memes tro.

En o mesk e kaver, peurgetket :

  • Ar poltriji hag ar c’hartennoù-post
  • Dielloù ar c’hazetennoù
  • Kannadigoù ar c’helc’hioù gouizien
  • An dalc’hadoù diwar an enklaskoù skolveuriek
  • Dielloù ar glad dre gomz
  • Dielloù ar c’hleweled
  • Dastumadegoù ar mirdioù
  • Renabloù ar glad hag ar saverezh
  • An dalc’hadoù skeudennoù, kartennoù, tresoù, dornskridoù ha levrioù ral all

Gant Rannvro Breizh zo bet roet lañs d’ar raktres Bretania ha gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e vez lakaet da vont en-dro.

Evit mont pelloc’h ganti e vez BCD/S hag he c’henlabourerien oc’h aozañ an dielloù-se e kalzig a deuliadoù dre dem.

Evit krogiñ mat ganti :

Ma faot deoc’h dont da vezañ kenoberour ivez, lennit penaos e c’hallit kemer perzh e Porched sevenadurioù Breizh en ur glikañ war al liamm-mañ.