Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

Questions réponses

FAQ

Ar raktres

Petra eo Bretania ?

Kinniget e vo Bretania dre ar munud deoc’h pa ’po kliket war al liamm-mañ.

Petra eo an danvez embannet ?

Pennadoù-skrid, teuliadoù dre demoù, videoioù ha danvez liesvedia ac’h a d’ober Bretania. Kinniget e vo an danvez-se deoc’h pa ’po kliketwar al liamm-mañ. (Tro Breizh).

Piv eo ar genoberourien ?

Kement den hag aozadur publik pe prevez, dielloù niverel a denn da Vreizh en o dalc’h, a c’hall kemer perzh e Bretania. Ur c’hinnig dre ar munud a zeuy war-wel pa ’po kliket war al liamm-mañ. (Kenober).

Penaos mont da genoberour ?

Meur a zoare zo da gemer perzh e Bretania. Lennit hiroc’h en ur glikañ war al liamm-mañ (Penaos).

An enklaskoù

Penaos ober un enklask ?

Klikit war al liamm-mañ (Ober un enklask) evit lenn dre ar munud penaos ec’h a en-dro lusker enklaskoù Bretania

Peseurt titouroù zo war ar berrdielloù ?

  • Anv an diell
  • Doare an diell
  • Doare da welet an diell e dalc’h ar c’henoberour
  • Anv an aozour pe an aozourien
  • Embanner an diell
  • Bloaziad pe mare an embann
  • Pennad dezskrivañ doare an diell
  • Un diverradenn
  • Roll an danvez
  • Ur skeudennig arouez deus an diell

Sell aze an titouroù a c’haller kavet war bep berrdiell.

Peseurt doare diell a c’haller gwelet ?

Disheñvel-naet e c’hall an dielloù merket [anv] bezañ. En o mesk zo, peurgetket :

  • Poltriji ha kartennoù post
  • Dielloù ar c’hazetennoù
  • Kannadigoù ar bodadoù gouizieien
  • Dalc’hadoù diwar enklaskoù ar skolveuridi
  • Dielloù ar glad dre gomz
  • Dielloù ar c’hleweled
  • Dastumadegoù ar mirdioù
  • Renabloù ar glad hag ar sevel-tier
  • Dalc’hadoù skeudennoù, kartennoù, tresadoù, dornlevrioù ha levrioù ral all

An teuliadoù dre demoù

Deus peseurt temoù e vez graet anv en teuliadoù dre demoù ?

D’an istor, d’an douaroniezh, da yezhoù Breizh, d’an dudoniezh, d’al lennegezh, d’ar glad dizanvez, d’ar relijion, d’an natur… e tenn an teuliadoù dre demoù, a zo pennadoù-skrid savet gant arbennigourien hag embannet a-hed ar bloaz.

Piv eo aozourien an teuliadoù dre demoù ?

Arbennigourien (skolveuridi, perzhidi anavezet e bed sevenadurel Breizh) eo aozourien an teuliadoù dre demoù.

Tu zo da roiñ e soñj war danvez un teuliad dre dem ?

War ur furmskrid daremprediñ e c’hallit kas hoc’h evezhiadennoù pe ho koulennoù war un teuliad dre dem, en ur venegiñ titl resis ar pennad-skrid.

Kontant e vefen da gemer perzh e sevel un teuliad dre dem. Gallet a ran ober ?

Evel-just e c’hallit kinnig kemer perzh e sevel un teuliad dre dem. Deuit ha’i en darempred ganeomp, evit ma komzfemp deus ar pezh a vo tu d’ober.

Ma c’horn din

Da betra kaout « ur c’horn deoc’h » ?

Klikit war al liamm-mañ (Penaos digoriñ e gorn personel) evit lenn kement tra zo da c’hoût diwar-benn implij ho « korn deoc’h » ha da betra e talv.

Gwirioù implij hag eilañ

Peseurt redioù zo stag da implij ha da eilañ danvez al lec’hienn ?

Lennit Divizoù hollek an implij (Korvoiñ) evit goût penaos e c’hallit implij danvez Bretania.