Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

Découvrons la Bretagne

Anaout Breizh

El lodenn-mañ deus ar Porched e vo tu deoc’h ober anaoudegezh gant Breizh en ur lenn kalzig a deuliadoù, a bennadoù-skrid hag a videoioù. Heñchet a c’hallit bezañ gant :

An teuliadoù dre demoù

Pennadoù-skrid savet gant tud arbennik war ur bern temoù ac’h a d’ober hon teuliadoù dre demoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, tudoniezh, lennegezh, glad dizanvez, relijion, natur… A-hed ar bloaz e vezont embannet.

Gwelit roll an teuliadoù dre demoù evit ober anaoudegezh gant Breizh, deskiñ ha karet hon bro.

Rizenn an amzer

Deiziadoù a-bouez-bras en istor Breizh a zo war hon rizenn an amzer etrewezhiat. Kit da verdeiñwarni da heul darvoudoù a-bouez en hon bro.

Ar gartenn etrewezhiat

Gwelit e pelec’h zo lec’hioù a-bouez e Breizh war hon c’hartenn etrewezhiat.

Ar rummad « Clichés bretons »

Ur rummad 12 rann 2 vunutenn pep hini eo Clichés bretons (klichedoù Breizh). Respont da c’houlennoù zo a vez savet war Vreizh eo pal ar rummad, en ur ober o stal – gant fent ha gant aked –da raksoñjoù zo. E Breizh emañ Naoned ? A-holl-viskoazh zo bet deus ar Gwenn-ha-Du ? Deus pelec’h e teu ar c’hoefoù ? Glav a ra dalc’hmat e Breizh ?…

Rannet o deus bet BCD hag LBK o barregezhioù micherel evit kenbroduiñ ar programm nevez-flamm-mañ en e zoare.

Skignet e vo ar rummad ur rann ar miz war lec’hienn Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù ha war ar rouedadoù sokial, e galleg da zigentañ, hag e brezhoneg e-kerzh 2014.