Amañ emaoc'h : Degemer / Anaout Breizh

comment

Penaos mont da genoberour ?

Deus an dielloù diazez d’an evezhiadennoù

E dalc’h ur c’henoberour zo un tamm parch kozh ha prizius deus ar XVvet kantved. Studiet eo gantañ ha deskrivet resis war ur verrdiell, ac’h a da greskiñ e ziaz roadoù.

Goude-se eo niverelaet an tamm parch ha staget ar skeudenn d’ar verrdiell.
Skignañ a ra ar c’henoberour ar skeudenn hag ar verrdiell war e lec’hienn web. Evit ma vefe lakaet ar verrdiell-se war-wel war ar Porched eo dav eilañ anezhi ha roiñ ur stumm « Dublin-Core » dezhi. Miret eo an eiladenn ispisial-se gant ar c’henoberour, en e barkad roadoù dezhañ

Goude-se c’hoazh e teu benveg ar Porched anvet OAI-PMH da eostiñ parkad ar c’henoberour. Kement berrdiell nevez a vez skoueriekaet he stumm ha kenstaget e-mesk berrdielloù an holl genoberourien.

A-benn ar fin e vez skignet an tamm parch, en e stumm niverelaet asambles gant e verrdiell, dre lusker enklaskoù ar Porched, an dalc’hadoù embann hag ar rouedadoù sokial. Meneget e c’hall bezañ ivez war borchedoù broadel hag etrebroadel all.

N’eus tamm diell orin ebet war ar Porched, pa chomont dalc’hmat war lec’hienn ar c’henoberour.
En ur glikañ war al liammoù roet e c’hall ar wiaderien gwelet anezhe.

A-wechoù e vank binvioù zo d’ar c’henoberour evit ma c’hallfe kinnig e zielloù evel zo dleet er chadenn-mañ. Prest eo skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù da roiñ dorn dezhañ evit ma c’hallfe lakaat anezhe war-wel war ar Porched. Doareoù a bep seurt zo evit se : prenañ ar poelladoù ret, sevel reizhiadoù a glot, mont e-barzh ur rouedad, kenlabourat gant kenoberourien all.